Arm kimiek

Obuzennoù 155mm leuniet gant gaz sezv

Un arm gimiek a zo un arm oc'h implij produioù kimiek pe toksek evit mab-den. An armoù-se a c'hell bezañ pe marvus pe gant ar pal badaouiñ. Aozadur difenn an armoù kimiek (OPCW) a zisklêr:

"The term chemical weapon may also be applied to any toxic chemical or its precursor that can cause death, injury, temporary incapacitation or sensory irritation through its chemical action. Munitions or other delivery devices designed to deliver chemical weapons, whether filled or unfilled, are also considered weapons themselves."

Renket eo an armoù kimiek e-touez an armoù distruj ramzel, disheñvel ez int eus an armoù nukleel, armoù biologel pe an armoù radiologel. An holl re-se a c'hell bezañ implijet war un dachenn brezel anavezet int gant ar soudarded gant ar stumm NBC (Nukleel, Biologel, ha kimiek). An armoù distruj ramzel a zo disheñvel diouzh an armoù all, ar re-se o vezañ dañjerus dre o nerzh tarzh, o energiezh kinetek, pe o nerzh entanañ. An armoù kimiek a c'hell bezañ ledet war gorreadoù bras dre implij stummoù gaz, dourennek pe solud, gellout a reont degas kolloù kalz brasoc'h evit an dud a oa lakaet da pal diazez. Gazoù nervennel, gazoù lakrimek ha gazoù pepr a zo teir doare vodern armoù kimiek nann marvus.

Biñsaskell Mil-Mi-24 eus an URSS o banañ kontammerien kimiek

Armoù kimiek marvus, produioù kimiek pe an tennoù a zo dañjerus dre ma c'hellont nijal buan lakaet e vezont holl neuze e-touez an armoù degouezh hag a zo bet miret gant broioù lies dre ar bed. Ur c'hontammer diazez n'en deus ket ezhomm eus bezañ mesket gant produioù all evit bezañ efedus.

Pa vez ul lec'h emgann o vezañ ul lec'h implij d'an armoù kimiek e vez kaoz eus brezel-kimiek.


Developed by StudentB